Ernest Bai Koroma (ganet d'an 2 a viz Here 1952) zo ur politikour ha pevare prezidant Sierra Leone. Ezel eo eus an APC (All People's Congress) abaoe 1970. Korbellet e voe e dilennadegoù 2002 gounezet gant Ahmad Tejan Kabbah. Dilennet eo bet da brezidant Sierra Leone d'ar 17 a viz Gwengolo 2007.