Esben and the Witch (kontadenn)

Esben and the Witch (Esben og Troldheksen e daneg) zo ur gontadenn eus Danmark hag a gaver el levr saoznek The Pink Fairy Book gant Andrew Lang e 1897. Un doare all anezhi a gaver en dastumad all A Book of Witches and A Choice of Magic gant Ruth Manning-Sanders.

Orin kemmañ

Dastumet e oa bet ar gontadenn danek gant Jens Kamp. Lakaet e voe e saozneg gant Andrew Lang, pe marteze gant e wreg , a rae kalz eus al labour treiñ dindan e anv, ha lakaet e The Pink Fairy Book.

Ar gontadenn kemmañ

Esben en deus unnek breur ha ne reont ket van anezhañ. Un deiz ez eas kuit ar vreudeur da welout ar bed, pa chomas Esben er gêr. En em gavout a rejont un noz e ti ur sorserez drouk...

Doare brezhonek kemmañ

Un doare brezhonek eus ar gontadenn zo bet embannet gant un droidigezh c'hallek, d'ober ul levr divyezhel embannet e 2020 gant Sav-Heol.

Pennad kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ