Estland
Estland eo anv Estonia a vremañ e meur a yezh c'hermanek : alamaneg, daneg, izelvroeg, norgeeg, svedeg, war-bouez ar saozneg (goude ma oa anavezet en hensaozneg). Bez' ez eo anv meur a dra all ivez:
- Estland pe Eistland er meurganoù skandinavek kozh, hag Estia, Hestia hag Estonia e skridoù latin kozh, ma kaver Estonia bremañ.
- En Istor e kaver Estland evit Estonia danat, un dugelezh danat en Estonia er Grennamzer, dominum directum Roue Danmark adal 1219 betek 1346, e hanternoz Estonia a vremañ ken na voe gwerzhet ha deuet da vout :
- perc'henniezh Urzh Livonia en Terra Mariana etre 1346 ha 1561, ken na voe aloubet gant Impalaeriezh Sveden e-pad Brezel Livonia, ma teuas da vout :
- Dugelezh svedat Estonia (Hertigdömet Estland) adal 1561 betek 1721, pa voe aloubet gant Impalaeriezh Rusia e Brezel bras an Hanternoz ha pa deuas da vezañ :
- Gouarnerezh Estonia (Estland) (Эстляндская губерния, Estlyandskaya guberniya), en Impalaeriezh Rusia en 1721–1917.