Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Implijet e vez an nevezc'her etrereizhadezh evit komz eus tud hag a vez ganet gant perzhioù biologel (da skouer dreist-holl organoù genel) ha ne glotont ket gant ur reizh nemetkene, pe gourel pe benel.

Pa gomzer eus tud eo gwell implijout an termen neptu-mañ kentoc'h evit hermafrodit pe divreizhadezh bet krouet gant ar viologourion tro-dro da 1809 evit deskrivañ plant (ha war-lerc'h loened ivez) gante organoù genel gourel ha benel war un dro.

Arabat kemmesk ivez ar fed ma vez organoù genel eus pep reizh war un dro (divreizhadezh) gant an identelezh revel a denn d'ar revelezh denel pa garer ha/pe glakser kaout darempredoù reizhel kement gant tud eus an hevelep rev evit gant tud eus ar rev kontrol (sellit ouzh: divrevelezh).

Hervez studiadennoù bet kaset da benn e 2000 betek 1% eus an holl vugale a c'hellfe bezañ ganet gant ul live etrereizhadezh uhel pe uheloc'h ha gant 0,1%-0,2% e vefe disklaer penn-da-benn o reizh.

Ouzhpenn an organoù genel e vez implijet ar genoù evit divizout hag-eñ an den-mañ'r-den a zo gourel pe gwegel e/he reizh rak peurliesañ e vez kavet ar c'hromozomoù XY gant ar c'hourel ha XX gant ar maouezed. E gwirionez avat eo luzietoc'h an traoù rak meur a daore kromozomoù all a c'hell bezañ, da skouer :

An doare ma vez sellet ouzh an dud etrereizhel a gemm a sevenadur da sevenadur: e lec'hioù zo e vz graet an trede rev oute met peurliesañ, evel en Europa, e vez klasket e mod pe vod o lakaat da glotaat gant unan eus an div rev (gourel pe benel) hervez reolennoù ppe kevredigezh.

Alies e vezont oberataet daoust ha man n'eo ket ezhomm seurt oberatiadennoù evit o yec'hed. Muioc'h-mui e vez savet a-enep da seurt pratikoù gant tud etrereizhel ha pouezet e vez gante evit ma vefe anaouet daoreoù etrereizhadezh par d'an div reizhadezhoù nemete bet degemeret gant ar gevredigezh betek-hen.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ


  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.