Eurymac'hos (henc'hresianeg : Εὐρύμαχος) a oa unan eus lesaerien Penelope, pried Odysseüs, a oa aet da ober brezel Troia.

Dek vloaz e oa padet ar brezel, hag e-pad dek vloaz e voe gortozet an haroz gant e bried, hervez a zo kontet en Odysseia gant Homeros. E dad Polybos ivez a oa e-touez lesaerien an itron. Tad ha mab, Polybos ar fur hag Eurymac'hos an diskianteg, a voe lazhet pa zistroas Odysseüs goude e veaj : Eurymac'hos gant Odysseüs ha Polybos gant Eumaios.