Eustache Le Sénéchal de Carcado
Eustache Le Sénéchal de Carcado (Roazhon, 1623 — Pariz, 1694) a oa bet eskob Treger eus 1686 da 1694.
Poltred en iliz-veur Landreger |
En glazur e nav mailhenn en aour, 3, 3, 3 |
Abad abati Banaleg-ar-Gevred e oa pa voe anvet da eskob Treger gant ar roue gall Loeiz XIV d'ar 1añ Mezheven 1686, war-lerc'h François Ignace de Baglion de Saillant.
Abalamour d'an tabut etre ar pab Inosant XI hag ar roue Loeiz XIV ne zegemeras an eskob builhoù ar pab nemet d'an 23 Du 1692, goude marv ar pab Aleksandr VIII.
Mervel e reas an eskob Eustache a-greiz-holl d'ar 15 Meurzh 1694 e Pariz. Sebeliet eo bet en iliz parrez Saint-Cosme.
Olivier Jégou de Kervilio a zo deuet war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Levrlennadur
kemmañ- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960