Evid ar brezhoneg a oa ur gazetenn vrezhonek embannet etre 1974 ha 1986.

Savet e oa bet gant Claude Henry, un Tregeriad hag a oa kelenner saozneg e Skol-veur Breizh-Uhel, evit kinnig d'an dud pennadoù-skrid aes da lenn, gant displegadennoù e galleg. E miz Kerzu 1973 e oa bet embannet an niverenn gentañ, un niverenn digoust anezhi[1]; skignet a-vras[2], hag e miz C'hwevrer 1974 e oa bet embannet an eil, kaset da 4000 koumananter. Bep sizhun e teue er-maez en deroù, nemet e-pad an hañv. Diwezhatoc'h ne veze embannet nemet bep pemzektez. E pep niverenn e oa pennadoù-kaoz gant brezhonegerien hag a gonte o buhez, o eñvorennoù, traoù a bep seurt. Dindan o c'homzoù, skrivet bras, e veze kavet an droidigezh eus ar gerioù pennañ e galleg. Tammoù pennadoù all a oa ivez, tresadennoù, keleier... Marc'had-mat e oa ar gazetenn : en deroù e veze gwerzhet 0,50 lur an tamm ha 10 lur e oa ar c'houmanant bloaz. Kalz a verzh a reas ar gazetenn ha lennet e veze gant a bep seurt tud, brezhonegerien ha ne oant ket boas da lenn o yezh ha tud hag a oa o teskiñ brezhoneg. E dibenn ar bloavezh 1974 e oa ouzhpenn 5000 koumananter.

En deroù e veze graet war-dro ar gazetenn gant tud a-youl-vat. Goude e voe gopret un den evit embann anezhi, evit dastum danvez ar skridoù ha gant Herve ar Beg e voe graet al labour-se.

Goude un nebeud bloavezhioù avat e voe diaesoc'h an traoù evit ar gazetenn. Ne veze embannet nemet ur wech ar miz, hag ur wech bep daou viz zoken e 1985. Diaesterioù arc'hant a oa, gant nebeutoc'h a lennerien (2000, hervez a lenned en niverenn 229-230, e 1986), ha ne oa mui den gopret ebet evit ober war-dro ar gazetenn. Ranket e voe paouez da vat e 1986.

Evit ar brezhoneg

kemmañ

Diwezhatoc'h, er bloavezhioù 1990, e oa deuet ar gelaouenn er-maez adarre, gant an titl Evit ar brezhoneg, en ur stumm un tammig disheñvel. Ur "gelaouenn evit deskiñ brezhoneg" e oa neuze, gant pennadoù aes evit an dud a oa o teskiñ ar yezh. E miz Mae 1991 e teuas er-maez niverenn gentañ ar rummad nevez-se, gant an niverenn 236, hag embannet e veze bep daou viz. Graet e veze war-dro ar gelaouennig gant tud Stumdi ha Paskal ar Marc'heg e oa ar pennskrivagner. Paouez a reas da zont er-maez e 1998.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. "Evit ar brezhoneg" e oa skrivet an titl, en niverenn gentañ-se
  2. 34 000 skouerenn a oa bet tennet, hervez a lenner e Bleun-Brug niv. 199 p. 21