Fabian Cancellara a zo ur marc'hhouarner suis ganet d'an 18 a viz Meurzh 1981 e Wohlen bei Bern (Suis). Marc'hhouarner a-benn d'an eur gwellañ e vare eo en ur c'hounit redadegoù pouezusañ an danvez: Kampionad ar bed teir gwech (2006, 2007, 2009), C'hoarioù Olimpek 2008 e Beijing ha meur a dennad e Tro Frañs ha Tro Spagn. Gounezet en deus ivez ar redadegoù brudetañ war pavezioù e Frañs gant Paris-Roubaix (div wech: 2006, 2010), e Italia gant Strade Bianche (2008) hag e Belgia gant Ronde van Vlaanderen (2010). Aet eo ar maout ivez gant "Spartacus" (e lesanv) e Milan-San Remo ha Tirreno-Adriatico 2008, e kampionad ha Tro Suis 2009.

Cancellara gant roched kampion ar bed a-benn d'an eur hiniennel, Tro Suis 2007


E 2010 ez eus bet kaoz en dije lakaet ur c'heflusker en e varc'hhouarn e-pad redadeg Paris-Roubaix.

Skipailhoù

kemmañ
  • 2001-2002. Mapei - Quick Step
  • 2003-2005. Fassa Bortolo
  • 2006-2008. CSC
  • 2009-2010. Saxo Bank
  • 2011. Leopard - Trek