Familh Subligny
Ar familh de Subligny a oa ur familh noblañs eus Normandi, a orin eus Subligny, en Avranchin. Aet eo da get diouzh Normandi e 1202, met kendalc'het e oa e Breizh betek ar XIVvet kantved, hag ul lodenn a zo bet e Bro-Saoz betek mont da get.
Istor
kemmañKroget eo istor ar familh gant Othuel, mab direizh Hugues d'Avranches. Dimezet e oa gant Lesceline, merc'h hêrezh Domani Subligny. Mestr-kelenner mab yaouank Herri Iañ Bro-Saoz, marvet eo gantañ pa oa aet ar Blanche-Nef d'ar strad e 1120.
Ar familh a zo brudet evit bezañ krouet abatioù La Lucerne ha Montmorel.
Pa voe aloubet Normandi gant Fulup II an Aogust e 1202, ar familh he devoa kollet an domani en Normandi, met kendalc'het eo e Breizh hag e Bro-Saoz betek mont da get.
Gwezenn familh
kemmañOthuel de Subligny († 1120), mab direizh Hugues d'Avranches, Aotoru Subligny, (x1) Lesceline, merc'h aotrou de Subligny │ ├─> Harcoul de Subligny († 1169), aotrou Subligny hag Avranches, (x1) Denise, merc'h Gilbert (I) d'Avranches │ │ │ ├─> Gilbert (II) d'Avranches († 1170) │ │ │ └─> Lesceline († 1213), maouez de Marcey ha de Gripon, (x1) Foulques (I) Paynel († 1182/1183), aotrou de Hambye │ ├─> Richard de Subligny († 1153), eskob Avranches (1142-1153) │ └─> Robert │ └─> Jean de Subligny († goude 1193), (x1) Alix │ └─> Harcoul de Subligny († goude 1220), (x1) Iseulte, merc'h Yann (II) eus Dol, aotrou eus Combour │ ├─> Yann (III) eus Dol († goude 1241), (x1) Aliénor │ │ │ └─> Gilduin († etre 1222 ha 1235), (x1) Aliénor eus Gwitreg († goude 1235) │ ├─> Raoul de Subligny († 1243/1244), (x1) Olive († goude 1244) │ │ │ └─> André († 1259) │ ├─> Geoffroy de Subligny († 1265), kloareg │ ├─> Marguerite († 1220?) │ └─> merc'hed priedoù e Kerne ha Breizh