Ar Blanche-Nef, (Al Lestr Gwenn), zo anv ur vag a reas peñse e Mor Breizh, dirak Barfleur e Normandi, d'ar 25 a viz Du 1120.

Peñse al lestr

E bourzh ar vag-se en em gave yaouankizoù noblañs Bro-Saoz ha levezon en doe ar peñse war red an Istor dre ma veuzas Gwilherm Adelin, mab ha hêr ofisiel nemetañ Herri Iañ, roue Bro-Saoz.

Sed a skrivas William of Malmesbury: Amañ ivez e varvas gant Gwilherm unan eus mibion all ar roue Herri, Richard, hag en doa bet digant ur vaouez a renk izel, kent bout roue, ur paotr kalonek, karet gant e dad dre ma oa sentus ; Richard d'Avranches, eil kont Chester, hag e vreur Otheur; Geoffrey Ridel henañ; Walter of Everci; Geoffrey, arc'hdiagon Hereford ; Matilda kontez Perche, merc'h d'ar roue; kontez Chester; nizez ar roue, Lucia-Mahaut eus Bleaz; ha meur a hini all... Ne chomas nemet unan e buhez. Biskoazh lestr ebet n'en deus degaset kement a reuz da Vro-Saoz, a skrivas William of Malmesbury[1].

Peñse kemmañ

Ar Blanche-Nef a oa ul lestr nevez, perc'hennet gant Thomas FitzStephen, hag e dad Stephen a oa bet kabiten a vor evit Gwilherm an Alouber pa aloubas Bro-Saoz e 1066. Kinnig a reas d'ar roue Herri Iañ mont en e lestr da zistreiñ eus Barfleur da Vro-Saoz. Herri avat en doa kemeret diarbennoù all, ha kinnig a reas e savje e vab William Adelin war al lestr en e lec'h. Met pa loc'has al lestr en deñvalijenn ez eas an tu babourzh da skeiñ ouzh ur garreg ( a c'haller gwelout c'hoazh) ha mont a reas ar vatimant d'ar strad

Ne chomas bev nemet ur c'higer eus Rouen, hag a voe tennet eus an dour gant pesketaerien diouzh ar beure : esaveteet e vije bet gant e vaoutken tev a zalc'has tomm dezhañ.

Kontañ a ra Orderic Vitalis e teuas Thomas FitzStephen war c'horre an dour goude ar peñse, hag e klevas e oa marvet William Adelin, ha gwelloc'h e kavas bezañ beuzet eget gwelout dremm ar roue. Diaes avat eo da grediñ.

Heuliadoù kemmañ

Marvet Gwilherm Adelin, setu ar roue Herri divab.
Ur c'hoar goshoc'h en doa Gwilherm, an Impalaerez Matilda, hag a gemeras ar gurunenn goude marv he zad. Met ar varoned o devoa prometet d'ar roue kozh reiñ o skoazell d'e verc'h a droas o chupenn, hag a roas harp da genderv Gwilherm ha Matilda, Steven Bleaz, ha ne oa ket bet laosket da sevel el lestr Blanche-Nef, da enebiñ ouzh Matilda. Brezel diabarzh a voe e-pad 20 vloaz, etre 1135 ha 1154. Ne deuas ar peoc'h nemet da varv Steven Bleaz.
Ar c'houn eus an darvoudoù-se zo unan eus an abegoù a reas da Herri VIII, er XVIvet kantved, da ober meur a zimeziñ evit klask kaout ur mab.

Lennegezh kemmañ

  • Gant danevell an darvoud e tigor ar romant The Pillars of the Earth gant Ken Follett e 1989. Hervez ar romantour e vije c'hoarvezet ar peñse dre walldaol.
  • Peñse diskrivet er romant istorel When Christ and His Saints Slept gant Sharon Penman (1994).

Barzhoniezh kemmañ

Skeudennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. A section of his account of the White Ship is in English Historical Documentsvol. II, no.8.


Levrlennadur kemmañ

-e saozneg:

-e galleg:

Liammoù diavaez kemmañ