Fariba Hashimi
Fariba Hashimi (pachtoueg : فریبا هاشمي), zo ur varc'hhouarnerez ganet e Maïmana (Afghanistan) d'an 22 a viz Ebrel 2003. D'an oad a bevarzek vloaz e komañsas da gemer lod e redadegoù belo asambles gant he c'hoar Yulduz, hep gouzout d'o familh. E 2021 o doa ranket an div c'hoar kuitaat o bro : gant an Dalibaned e oa ar galloud adarre, hag ar re-se a zifenne ouzh ar merc'hed d'ober sport. En Italia e voent degemeret da gentañ, gant ar skipailh Valcar-Travel & Service, dre hanterouriezh ar gourserez kozh Alessandra Cappellotto. E 2023 e redas Fariba gant ar skipailh Israel-Premier Tech Roland. Adalek 2024 e voe skoazellet bras gant an UCI (Kevre etrebroadel ar marc'hhouarnerezh) : degemeret e voe en e greizenn c'hourdonañ e Aigle (Suis) hag ur plas a voe miret eviti en WCC Team, ur skipailh hag a sikour rederezed bihan o bro e bed ar velo. Deuet e oa brav gant Fariba er bloaz-se. War hentoù Tro Ardèche ez eas ar maout ganti evit ar wech kentañ : gounit a reas ar 5vet tennad. Echuiñ a reas ivez da 10vet ar Giro Mediterraneo Rosa e miz Ebrel, da 4re kampionad Azia enep an eur e miz Mezheven, ha da 8vet an Tour de l'Avenir e miz Eost. Gant harp an UCI ha Kevre Afghanistan e c'hallas Fariba kemer perzh e C'hoarioù olimpek ar goañv e Pariz gant e c'hoar. Achapet o deus asambles o-div, ha da 75vet e voe renket Fariba a-benn ar fin.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Afghanistan |
Anv-familh | Hashimi |
Deiziad ganedigezh | 22 Ebr 2003 |
Lec'h ganedigezh | Maymana |
Breur pe c'hoar | Yulduz Hashimi |
Micher | marc'hhouarner |
Lec'h annez | Vicenza |
Ezel ar skipailh sport | UAE Development Team, Roland, World Cycling Centre |
Sport | marc'hhouarnerezh war an hent |
Perzhiad e | 2023 in women's road cycling |