Fars-sac'h
Ar fars-sac'h eo ar fars a zebrer er meuz anvet kig-ha-fars.
Graet gant un toaz aozet gant laezh, vioù ha bleud gwinizh (fars gwenn) pe bleud gwinizh-du (fars du), ha poazhet er sac'h-fars. Servijet e vez troc'het a jelkennoù, pe bruzunet, asambles gant ar c'hig hag al legumaj.