Fastrada
Fastrada Frankonia (765 - 10 a viz Eost 794), a oa merc'h da Raoul III Frankonia ha da Aeda Bavaria, a voe rouanez ar Franked pa euredas da g-Karl Veur e 784.
Div verc'h he doe :
- Teodrada (war-dro 785 - war-dro 853), abadez Argenteuil
- Hiltrude, pe Hiltrude Frankia, ganet e 787.
Brudet eo abalamour m'he dije stourmet garv a-enep ar Saozon, ha klasket lazhañ Pepin an Tort, mab Himiltrude.
Dek vloaz e vevas c'hoazh goude hec'h eured. Mervel a eure e-pad Kuzul-eskibien Franfurt e 794. Beziet e voe en abati Sant-Alban e-kichenik Mainz ha ne oa ket echu he sevel c'hoazh. Abalamour d'an arc'heskob Richulfs eo ne voe ket kaset da veziañ da Abati Sant Denez, e-tal Pariz, ma veze beziet ar rouaned Frank, na da Abati Sant Arnulf, e-tal Metz.
Pa voe distrujet an abati e 1552 e voe kaset he maen-bez da iliz-veur Mainz e-lec'h m'e weler hiriv.