Feiz, Esperañs ha Karitez
Ar sentezed Feiz (Πίστις /Pistis, e gregach, 12 vloaz anezhi), Esperañs (Ἐλπίς /Elpis, 10 vloaz), Karitez (Ἀγάπη / Agape, 9 bloaz) hag o mamm Sofía (Σοφία) a oa merc'hed kristen a veve en Roma en IIvet kantved hag a voe merzheriet war urzh an impalaer Hadrian, war-dro 137. Marvet he merc'hed, mervel a reas o mamm ivez gant ar glac'har, goude o lakaat en douar[1].
Feiz, Esperañs ha Karitez
Mamm | Sophia the Martyr |
---|---|
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 30 a viz Gwengolo |
O anvioù
kemmañ- Ar Feiz roman-mañ n'eo ket ar santez c'halian Foy (santez).
- Vera eo anv slavek Feiz.
Klotañ a ra anvioù ar merc'hed gant an teir vertuz kristen: feiz, esperañs, karitez.
Liderezh
kemmañLidet e vez ar vamm hag he merc'hed d'ar 17 a viz Gwengolo.