Fernão de Noronha
Fernão de Noronha, anvet ivez Fernando de Noronha, pa oa Fernão de Loronha e wir anv (war-dro 1470 - Lisboa, war-dro 1540), a oa ur moraer portugalat eus ar XVIvet kantved. E anv en deus roet d'an Inizi Fernando de Noronha.
Ergerzhout a reas douaroù nevez Brazil evit roue Portugal. Roet e voe dezhañ Inizi Fernando de Noronha evel gopr eus e labour evit ar gurunenn.
E vuhez
kemmañFernão de Loronha a oa ur Yuzev portugalat troet da gristen (cristão-novo). Mab e oa da Martim Afonso de Loronha, ha breur d'ur Martim Afonso de Loronha all, kloareg en Urzh ar C'hrist (Portugal), uhelaet en noblañs o-daou ha pep a ardamez nevez savet dezho.
A-benn 1500 e oa Fernão de Loronha marc'hadour bras e Lisboa, ha kenskriver e oa gant Jakob Fugger, an arc'hantour alaman bras eus Augsburg. E 1504 e skrive ar roue Manuel Iañ Portugal e oa Loronha ur marc'heg eus an tiegezh roueel (cavaleiro da nossa casa). Souezhiñ a c'haller o welout pegen uhel e oa degouezhet pa veze heskinet betek ar pinvidikañ yuzevien e Portugal neuze : her mar ebet en devoa harperien vat. Distummadur e anv zoken, eus Loronha da Noronha a c'hallfe bezañ bet graet a-youl-gaer, da heuliañ kredenn an dud a soñje e c'hallje bezañ bet liammet ouzh an tiegezh Noronha, unan eus an uhelañ tiegezhioù e Portugal neuze, a orin eus Kastilha, goude ma n'eus tamm prouenn ebet e vije darempred ebet etre Loronha ha Noronhas[1].
Goude ma oa bet dizoloet brazil gant Pedro Álvares Cabral e 1500, e voe kaset moraerien all e 1501 gant ar roue da weladenniñ aod Brazil ha da sevel kartrennoù anezhi. N'ouzer ket piv a oa e penn ar veaj, met Amerigo Vespucci a oa en o zouez, ha skrivañ a reas un danevell eus ar veaj[2].
Eured
kemmañDimeziñ a reas da Violante Rodrigues de Noronha. O mab Diogo de Noronha de Andrade a zimezas da Aldonça de Mendonça, merc'h da João Pestana Pereira, aotrou ar Morgado da Lourinhã, ha d'e bried Violante Pessanha, ha bugale dezho.
Notennoù
kemmañ- ↑ Greenlee (1945: p.8-9)
- ↑ Amerigo Vespucci relates the account of this expedition twice - first in a letter to Lorenzo Pietro Francesco di Medici, written in early 1503 (see (account) in Letter do Medici), and then again in his letters to Piero Soderini, written 1504-05 ([account] in Letter to Soderini).