Fernand Lechanteur
Fernand Lechanteur a oa ur skrivagner, barzhoneger ha yezhoniour norman, ganet d'an 20 a viz Mezheven 1910 en Agon-Coutainville hag aet da anaon d'ar 7 a viz Mae 1971 e Caen.
Buhez
kemmañStummet war ar yezhoniezh hag an dudoniezh, kelenner alamaneg, rener lise Le Verrier e Saint-Lô hag hini lise Malherbe e Caen, savet en deus Fernand Lechanteur un oberenn normanek birvidik. Stourmet en doa dizehan e vuhez-pad evit an normaneg en doa reolennet e zoare-skrivañ.
Krouet en doa, a-gevret gant André Louis, ur gevredigezh hag ur gelc'h-gelaouenn : Parlers et traditions populaires de Normandie (1968). Mod-all en doa skrivet meur a bennad-skrid hag a levrioù diwar-benn Normandi hag e sevenadur e normaneg, e galleg koulz hag e norvegeg[1] ( Det Skandinaviske Normandie, e-barzh ar pemdezieg Samtiden, Oslo, 1948).
Meur a anv-pluenn en doa implijet: Maître Gire (anv un hendad dezhañ, gwiader a vicher), Björn af Hringefirði (anv skandinaviat a dalvez "arzh Menez Mikael"), Samuel, hag all...
Lakaet ez eus bet sonerezh war daou skrid a-zindan e bluenn gant ar gevredigezh Magène e 1989 ha 1994.
Savet ez eus bet ur savadur-kañv e stumm ur vag viking e koun dezhañ e-tal Agon-Coutainville (departamant ar Manche).
Oberennoù
kemmañ- Es Set Vents du Cotentin : œuvre poétique de Fernand Lechanteur, embannadurioù André Louis, Coutances, OCEP, 1972
- La Littérature patoisante, Saint-Pierre-de-Salerne, Brionne, Monfort, 1984
- La Normandie traditionnelle, Coutances, OCEP, 1983, 1953
- Pour un usage correct des noms de nos communes [françaises, surtout normandes], Saint-Lô, [S.n.] 1960
- rakskrid Zabeth ; roman en langue normande gant André Louis, Coutances, OCEP, 1969
Notennoù
kemmañ- ↑ desket en doa yezh an hanternoz hag e implije anezhi a-wechoù