Fernando Pessoa, pe Fernando António Nogueira de Seabra Pessoa, ganet e 1888 ha marvet e 1935, zo ur skrivagner portugalek ha saoznek. Gwelet eo evel unan eus ar brasañ barzhed portugalek, hag eus lennegezh ar bed zoken, ha lakaet eo a vent hag a dalvoudegezh gant Luís de Camões. Hervez ar skridvarnour Harold Bloom eo "ur prof eus ar portugaleg d'ar bed".
Skrivet en deus ivez e saozneg ha galleg, ha troet eus ar yezhoù-se .

Fernando Pessoa
"Amo como ama o amor. Não conheço nenhuma outra razão para amar senão amar. Que queres que te diga, além de que te amo, se o que quero dizer-te é que te amo?" Fernando Pessoa

E vuhez kemmañ

 
Fernando Pessoa en ostaleri A Brasileira e karter Chiado e Lisbon.
 
Maria Magdalena Pinheiro Nogueira, e vamm.

E miz Gouhere 1893, pa oa pemp bloaz ar paotrig, e varvas e dad, Joaquim de Seabra Pessoa, gant an droug-skevent. C'hwec'h miz goude, e miz Genver, e varvas e vreurig Jorge, da ur bloaz. E vamm, Maria Madalena Pinheiro Nogueira, ac'h addimezas e miz Kerzu 1895. E deroù 1896 ez eas gant e vamm da chom da gêr Durban, kêr-benn trevadenn Natal, a oa d'ar Saozon, ma oa bet anvet e leztad João Miguel dos Santos Rosa, ofiser en arme, da gonsul Portugal. Fernando Pessoa a voe skoliet da gentañ e skol Sant Joseph, renet gant leanezed gall hag iwerzhonat. Alese ez eas d'an Durban High School e miz Ebrel 1899, ma teuas da vout saozneger mat ha ma teuas da vout douget d'al lennegezh saoznek. E miz Du 1903 e voe un arnodenn aozet gant skol-veur ar Goanag Mat (hiziv University of Cape Town), ma voe roet dezhañ ar priz nevez-aozet Queen Victoria Memorial Prize gant e arnodenn saoznek. En ur brientiñ mont d'ar skol-veur e heulias kentelioù-noz e skol kenwerzh Durban e-pad bloaz. D'ar c'houlz-se eo e krogas da skrivañ istorioù e saozneg, darn a sine gant an anv David Merrick, met n'echuas ket ar pep brasañ.[1]

Enbroet e Lisboa, harluet anezhañ e-unan (1905-1911) kemmañ

 
N'eo ket brav bout yaouank dindan an diktatouriezh Ar re binvidikañ a ya da Bariz. Fernando Pessoa a glaskas embann e oberennoù e-unan.

En 1905, pa oa seitek vloaz, e laoskas e vamm e Durban,da vont da Lisboa, da studiañ an diplomatiezh en ur skol-uhel hag a deuas da vout en 1911, skol-veur al lizhiri. Bevañ a rae gant div voereb hag e vamm-gozh a-berzh tad, a droe da follez bep an amzer, Dionísia Perestrelo de Seabra. Bresk e oa e yec'hed

Mervel a reas Pessoa diwar ar boeson d'an 30 a viz Du 1935 e Lisbon, peuzdianav. Al lodenn vrasañ eus e oberenn ne voe embannet nemet meur a zekvloaz goude e varv (adalek ar bloavezhioù 1980 betek 2000). Meulet bras e voe gant Octavio Paz, Roman Jakobson hag an Italian Antonio Tabucchi, ha hiziv e vez gwelet evel unan eus brasañ skrivagnerion ha prederourion an XXvet kantvet, evel Rilke, Joyce pe Kafka.

Gwelet ivez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Zenith, Richard (2008), Fotobiografias Século XX: Fernando Pessoa, Lisboa: Círculo de Leitores.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.