52°31′15″N, 13°24′34″E

Fernsehturm Berlin

Fernsehturm Berlin a zo un tour a oa implijet evit skignañ abadennoù skinwel. Ur ger alamanek eo Fernsehturm, a dalvez da aroueziñ kement tour a skign skinoù sinwel pe re skingomz. Hiziv an deiz ez eus warnañ skingaserioù FM ha TNT.

Savet eo bet etre ar 4 a viz Eost 1965 hag an 3 a viz Here 1969, diwar tresoù ar savour anvet Hermann Henselmann. Savadur uhelañ Berlin eo (368 m), hag un arouez eus Berlin ar Reter ivez. War Alexanderplatz emañ. An doenn anezhañ a zo da 250 m uhelder, an estaj diwezhañ da 210 m uhelder. Teir fignerez a zo. E penn an tour ez eus ur preti gwel meur, hag a dro warnañ e-unan.

Liammoù diavaez

kemmañ




 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.