Feulster gant armoù-tan e Stadoù-Unanet Amerika

Feulster gant armoù-tan zo un droienn politikel, ekonomikel ha sokiologel implijet evit ober anv eus ar milieroù a dud lazhet pe gloazet bep bloaz gant armoù-tan e Stadoù-Unanet Amerika.

Feulster dre emlazh pe lazhet gant armoù-tan en SUA.

E 2016, ur paotr stadunanat oadet etre 15 ha 24 bloaz en doa 70 a chañsoù ouzhpenn da vezañ lazhet gant un arm-tan keñveriet gant ur paotr eus Bro-C'hall pe Bro-Saoz. E 2022 e voe lazht 100 den ha gloazet kantadoù a re all bemdez gant feulster an armoù-tan en SUA.

E 2018, ar bloavezh diwezhañ gant sifroù, ar Centers for Disease Control and Prevention (CDC) hag an National Center for Health Statistics o doa istimet e oa bet lazhet 38 390 den gant armoù-tan, 24 432 emlazh en o zouez. Keidenn an dud lazhet dre armoù-tan a zo pignet eus 10,3 den dre 100 000 e 1999 betek 11,9 den dre 100 000 e 2018, ar pezh a dalvez 109 lazhadenn bemdez (tro 14 542 muntr ar bloaz). E 2010, e oa bet 19 392 emlazh gant un arm-tan, hag 11 078 lazhadenn gant un arm-tan en SUA. E 2010, 358 muntr a oa bet oc'h implij un arm-tan hir ha 6009 lazhet gant un arm-tan dorn; 1939 gant un arm-tan hep gouzout peseurt doare resis. E 2011, un hollad a 478 400 torfed marvus pe gant gloazadennoù a oa bet sevenet oc'h implij un arm-tan.