Feur-emglev Étaples
Feur-emglev Étaples a voe sinet en Étaples (hanternoz Bro-C'hall), d'an 3 a viz Du 1492, etre Charlez VIII, roue Bro-C'hall, hag Herri VII, roue Bro-Saoz.
Talvezout a reas ar feur-emglev-se da lakaat fin d'ar brezel etre Bro-Saoz ha Bro-C'hall, kroget abalamour ma oa bet roet skoazell gant ar C'hallaoued da b-Perkin Warbeck a glaske tapout kurunenn Bro-Saoz. Asantiñ a reas roue Bro-C'hall da skarzhañ Warbeck diouzh e vro ha da baeañ un digoll 159 000 lur da roue Bro-Saoz.
Dre an emglev a-hend-all, ar Saozon a leze roue Bro-C'hall da vezañ mestr war dugelezh Breizh. Gant teñzor ar rouantelezh c'hall e voe paeet ivez dle Breizh da Vro-Saoz, hag a save da 620 000 kurunenn aour, mui un digoll 125 000 kurunenn, dre baeadennoù 50 000 kurunenn bep bloaz. Evel-se e voe kresket kalz madoù ar roue Herri VII.
Evit ar Saozon e oa un trec'h bras. Breizh avat a oa koll : dilezet e oa gant Herri VII, pa oa bet skoazellet gant Bro-Saoz e-pad pell, ha dizanavezet e oa feur-emglev Roazhon gant Herri VII. Tostaat a reas ar rouantelezhioù gall ha saoz ha padout a reas an emglev-se a-hed ren Herri VII.