Filipineg
yezh
(Adkaset eus Filipinezeg)
Ur yezh valayek-polinezek eo ar filipineg (pilipino pe filipino) komzet er Filipinez el lec'h m'eo unan eus an div yezh ofisiel gant ar saozneg.
Diaes eo ober un diforc'h splann etre ar 'filipineg' diouzh un tu hag an 'tagalogeg' diouzh an tu all. Dre vras e vez implijet an termen filipino d'ober dave da yezh ofisiel ar Filipinez pa vez implijet an termen tagalog evit komz eus yezh hengounel ar meuriad tagalogek.
D'an 13 a viz Du 1937 e voe krouet Savadur Broadel ar Yezh a dibabas an tagalogeg da ziazez evit ar yezh vroadel. E 1961 e voe adanvet pilipino hag e 1987 e voe anvet ez-ofisiel filipino.