Flanez
Ar flanez[1] zo ur meuz graet gant vioù baset e laezh (pe dienn), ha poazhet. Sonel, krenus, blouc'h ha bouk eo. Pa vez graet en ul lod evit un den e vez ront, hag ur flanezenn a vez graet anezhañ. Sukret e vez alies, ha debret e vez evel dibenn-pred neuze, pe merenn-vihan a-wechoù. Pa vez sall e vez debret evel digor-pred pe meuz pennañ.
Kavet e vez er c'heginerezhioù europat koulz hag aziat.
Pa vez lakaet flanez war un toaz tartez e vez kaoz eus "flanez ar bastezerien". Ar flan maraîchin, da skouer, zo ur meuz eus ar Geunioù Brezhon, gant kanell pe vanilha.
An diforc'h pennañ etre ar flanez karamel hag an dienn suilhet hag an dienn katalan eo ez eus sukr dev war-c'horre ar re-se.
Frouezh a c'hall bezañ ouzhpennet, hag an abrikez eo mignoned brasañ ar flanez. Chokolad, kafe, te, likor a c'hall bezañ lakaet el laezh evit liesseurtaat ar blaz.
Flanby zo ur flanezenn vrudet, graet hep vioù, gant karamel, gwerzhet gant Nestlé.
Abaoe ar bloavezhioù 2000 ez eus muioc'h-muiañ a flanezennoù sall, graet gant keuz, legumaj, boued-mor, kig. Ar flanezenn gant morzhed-hoc'h zo tost-tre ouzh ar gichezenn.
Gwelout ivez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Meneget e Geriadur Al Liamm, 2014.