Karamel
Boued
Karamel zo sukr poazhet. Ar c'haramelennnoù, ar madigoù karamel, a c'hall bezañ kalet pe gwak. Servijout a ra ar c'haramel liñvel da ginklañ an dibennoù-pred evel ar gwastilli hag ar skornennoù.
Evit ober karamelennoù gwak eo ret ouzhpennañ lipidoù d'an aozadenn evel laezh koazhet, amann (evel an tofee saoz), dienn pe chokolad. Kenstrollañ a ra ar fudge stadunanat ar peder aozenn-se.
Kavet e vez ar c'haramel e-barzh an nougadin, an nougad, ar pralin, ar c'hoaven suilhet pe c'hoazh an dienn karamel.
Implijet e vez ivez evit reiñ liv da broduioù zo evel ar c'hoka-kola.
Karamel gant amann sall
kemmañIjinet e voe e 1977 e Kiberen gant Henri Le Roux, ur pastezer breizhat. Brudet eo er bed a-bezh bremañ.