Fletcher Christian (1764-1793) a oa rener emsavidi al lestr saoz the Bounty ha diazezer trevadenn Enez Pitcairn. Anv-tiegezh kalz tud eo Christian e Pitcairn.

Ganet e oa Fletcher Christian e 1764 e Moorland Close, e-tal Cockermouth e Cumberland e Bro-Saoz. Ar pempvet eus c'hwec'h bugel e oa. E dad Charles a varvas a-raok pevar bloaz Fletcher. E vamm Ann a oa sammet a zle, ma tec'has gant he bugale da Enez Vanav e-lec'h ma n'hallent ket bezañ tapet. Da 18 vloaz ez eas da vartolod war al lestr HMS Eurydice a oa o vont da India.

En 1789 edo war al lestr Bounty ma kasas an emsavadeg enep ar c'habiten William Bligh. Gant unnek den ez eas da Dahiti. Dre ma ne faote ket dezhañ bout tapet gant ar Royal Navy ez eas gant eizh martolod, c'hwec'h gwaz hag unnek maouez a Dahiti, hag ur babig, da Inizi Pitcairn, ma varvas