Forc'h
Ur forc'h zo ur benveg houarn daouvizek, pe tribizek, pe pevarbizek, dezhi un troad hir da dapout plouz pe foenn peurvuiañ, teil pe douar a-wechoù, hervez he bizied.

Kargañ foenn gant ar forc'h

Penn Napoleone Buonaparte e penn ur forc'h. Tresadenn bolitikel saoz.
BiziedAozañ
Ur gwif a vez graet eus ur forc'h daouvizek. Hennezh a servij da gemer foenn kentoc'h.
DebriñAozañ
Ur forc'higell a vez graet gant tud zo eus ur fourchetez.
TudAozañ
Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.
LennegezhAozañ
- En Emgann Kergidu ez eus anv eus ur c'habiten gall zo bet bornet gant un taol forc'h hag a anavez ar c'houer war an hent hag a laka fuzuilhañ anezhañ.