Formosa eo kêr-benn proviñs Formosa, e norzh Arc'hantina. 222 226 a dud a oa enni e 2010.

Kêr Formosa gwelet diwar ur c'harr-nij

Douaroniezh

kemmañ

Emañ war lez dehoù ar stêr Paraguay, war-dro 1200 km diouzh kêr Buenos Aires. Kreizenn ar broviñs eo, a-fet politikerezh, melestradurezh, hag ekonomiezh. Ar gêr vrasañ enni eo ivez.

E Formosa ez eus div skol-veur, unan gatolik hag unan stad, skolioù uhel, mirdioù, kreizennoù sevenadurel, tachennoù sport. Ur porzh bras eo ivez war ar stêr Paraguay.