Frañsez Loren, dug Guise

Frañsez Loren pe Frañsez Guise ( Bar-le-Duc 1519-1563 Saint-Hilaire-Saint-Mesmin), a oa eil Dug Guise, hag ur jeneral gall, gwellañ jeneral ar roue gall Herri II. E penn ar gostezenn gatolik e oa e-pad ar brezelioù relijion.

Frañsez Loren, Dug Guise, .

Mab e oa da Claude Loren (1496-1550), 1añ dug Guise. E-pad e vugaleaj e oa kompagnun Henri d'Orléans, a renas evel Herri II.

Dimezet e oa da Anna d'Este, ur briñsez italian.

E penn Kevre ar Gatoliged e oa e deroù ar brezelioù relijion e Bro-C'hall.



E varv

kemmañ

Muntret e voe gant ar protestant Jean de Poltrot de Méré, e miz C'hwevrer 1563. Tapet e voe ar muntrer, ha kondaonet da vezañ diempret.

E wreg Anna avat a gave dezhi e oa bet gourc'hemennet ar muntr gant Gaspard de Coligny, penn bras an hugunoded, ha klask a eure ober prosez dezhañ. E-pad tri bloaz e talc'has an intañvez war ar roue ha war ar varnerien evit kas an afer da benn-vat, hogen e miz Genver 1566 e voe disklêriet gant kuzul ar roue e oa digablus Coligny hag embannet e ranked ober « peoc'h da viken » diwar-benn an afer.