François-Auguste Biard

livour galleg

François-Auguste Biard a oa ul livour gall. Ganet eo bet d'ar 29 a viz Mezheven 1799 e Lyon. Aet eo da Anaon d'an 20 a viz Mezheven 1882 er Plâtreries, e Samois-sur-Seine, e-kichen Fontainebleau.

François-Auguste Biard

E vuhez kemmañ

Daoust d'e dud kaout c'hoant e teufe da vezañ beleg, e tibabas François-Auguste Biard studiañ al liverezh. Kregiñ a reas gant Pierre Révoil a oa e penn skol Lyon d'ar mare-se. Beajiñ a reas goude en Italia, inizi Gres hag ar Reter-Tostañ.

Ur wech distro e tiskouezas evit ar wech kentañ un daolenn e Saloñs 1818 Les Enfants perdus dans la forêt a voe brudet a-drugarez da engravadurioù. Goude e veajas a-dreuz Europa c'hoazh.

E 1839 e kemeras perzh en ergerzhadeg renet Joseph Paul Gaimard betek ar Svalbard hag ar Sápmi, gant danvez e bried, ar skrivagnerez Léonie d'Aunet. He danevell veaj a voe embannet e 1854 (Voyage d’une femme au Spitzberg). Livañ a reas Biard meur a daolenn awenet gant ar veaj-se ha peder fanell kinklañ "norzhek" evit Mirdi broadel istor an natur (Muséum national d’histoire naturelle) e Pariz.

Eurediñ a reas da Léonie d'an 23 a viz Gouere 1840 e Pariz. Torret e voe o dimeziñ e 1855. Embann a reas Léonie hec'h oberennoù dindan hec'h anv.

Livañ a reas François-Auguste Biard taolennoù awenet gant ar Bibl (Sainte Marie-Madeleine, Saloñs 1827), al lennegezh (Gulliver dans l’île des géants, Saloñs 1852) pe an istor (Hudson abandonné par son équipage en 1610, Saloñs 1852).

E 1858-1859 e vevas e Brazil. Ur bloavezh a dremenas e Rio de Janeiro. Graet en deus ur poltred eus an Impalaer Dom Pedro II, migon dezhañ.

Meur a ergerzhadenn a reas e diabarzh ar vro hag en Amazonia da c'houde. Awenet ez eus bet un toullad eus e daolennoù gant ar prantad-se.

Pedet oa bet da gelenn e Akademiezh Arzoù-kaer Rio (bet krouet gant Kefridi arzel Frañs (Mission artistique française) e 1816. Resev a reas ar c'hinnig e-kerzh e veaj en Amazonia. Nac'h a reas eta.

O tistreiñ eus Brazil e tremenas dre Amerika an Norzh evel ma tiskouez e daolenn Comment on voyage en chemin de fer dans l’Amérique du Nord (Saloñs 1861). Meur a daolenn a zikouez pegen skoet oa bet gant ar sklavelezh.

Meur a vedalenn en deus bet (teir gwech hini ar Saloñs). Resevet en deus ar Groaz a Enor e 1838.

Mard eo bet tamallet e daolennoù awenet gant e veaj er Svalbard hag er Sápmi evit bezañ unton en o aozadur ha mont un tamm re bell ganti e-keñver degouezhioù, e tapas Biard brud evit e daolennoù diwar-benn buhez an dud, fiñv hag eztaol enne : Une famille de mendiants ha La Diseuse de bonne aventure e mirdi Lyon, Les Comédiens ambulants au Luxembourg, Le Baptême sous les tropiques, Le Bon Gendarme, Les Honneurs partagés, La Sortie d’un but masqué, La Traversée du Havre à Honfleur, Mal de mer sur une corvette anglaise (Dallas Museum of Art), Le Conseil de révision, Un plaidoyer en province, L’Abolition de l’esclavage (27 avril - 27 a viz Ebrel - 1848).

Embann a reas Biard danevell e veaj e Brazil, Deux années au Brésil, skeudennaouet gant 180 engravadur (1882, in-8°).

Ur poltred anezhañ a zo bet graet gant Jean-Baptiste Corot, Portrait de François-Auguste Biard (1830). E mirdi Arz hag Istor Jeneva emañ.

Oberennoù kemmañ

  • Portrait de femme (Retrato de Senhora), Mirdi Broadel an Arzoù-kaer, Rio de Janeiro.
  • Esclaves sur la côte ouest africaine, 1840, Wilberforce House, Kingston-upon-Hull.
  • Vente d’esclaves dans les États d’Amérique du Sud.
  • La chasse aux esclaves fugitifs.
  • L'Abolition de l'esclavage dans les colonies françaises en 1848, 1848-1849, eoullivadur war lien, Kastell Versailhez.
  • Le Salon de M. le comte de Nieuwerkerke, directeur général des musées impériaux, intendant des Beaux-Arts de la Maison de l’Empereur, membre de l’Institut, 1855, eoulivadur war lien, 200 × 265 cm, Mirdi broadel kastell Compiègne).
  • Une soirée au Louvre chez le comte de Nieuwerkerke en 1855, eoullivadur war lien, 168 × 233 cm, Mirdi broadel kastell Compiègne.
  • Sainte Marie Madeleine, (Saloñs 1827).
  • Gulliver dans l’ile des géants, (Saloñs 1852).
  • Hudson abandonné par son équipage en 1610, (Saloñs 1852).
  • Sultane dans un intérieur, war-dro 1845, eoullivadur war lien, 65, 6 × 54, 4 cm, Mirdi Sainte-Croix, Poitiers.
  • Exilés alsaciens dans les forêts vierges d’Amérique (Saloñs 1875).
  • Wagon américain.
  • Magdalena Bay. Vue prise de la presqu’île des Tombeaux, au nord du Spitzberg. Effet d’aurore boréale, eoullivadur wr lien, 130 × 163 cm. Pariz, Mirdi al Louvre.
  • Quatre heures au Salon dans la Grande galerie du Louvre, 1847, eoullivadur war lien, 57 × 67 cm, Pariz, Mirdi al Louvre.
  • Santon prêchant les bédouins, Mirdi al Louvre.
  • Vue de l’océan glacial, pêche au morse par des Groënlandais, 1841, eoullivadur war lien, 130 × 163 cm, Dieppe, kastell-mirdi.
  • Combat contre des ours blancs,war-dro 1839, eoullivadur war lien, 50 × 62 cm, Mirdi arzoù-kaer Tromsø, Norvegia.
  • Campement en Laponie, war-dro 1840, eoulivadur war lien, 61 × 46 cm, Mirdi Arzoù-kaer Tromsø.
  • Le Pasteur Læstadius instruisant les Lapons, war-dro 1840, eoullivadur war lien, 131 × 163 cm, Mirdi Arzoù-kaer Tromsø.
  • Embarcation attaquée par des ours blancs, 1839.
  • Préparation du poison de Curaray par les vieilles femmes dans une tribu de sauvages (Saloñs 1861).
  • Invasion de moustiques sur l’Amazone (Saloñs 1869).
  • Portrait de femmes, eoullivadur war lien, 214, 5 × 159 cm, Mirdi Broadel an Arzoù-kaer, Rio de Janeiro, Brazil.
  • Tribu arabe surprise par le simoun ou vent du désert, 1833, eoullivadur war lien, 65 × 90 cm, Mirdi Arzoù-kaer Nimes.
  • Le duc d’Orléans descend le grand rapide de l’Eijampaïka sur le fleuve Mionio, en Laponie, août 1795, 1840, 131 × 163 cm, Mirdi Broadel Kastell Versailhez.
  • Le duc d’Orléans reçu dans un campement de Lapons, août 1795, 1840, 132 × 163 cm, Mirdi Broadel Kastell Versailhez.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.