François-Jean Lefebvre de La Barre

François-Jean Lefebvre de La Barre, ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1745 e kastell Férolles-en-Brie, ha marvet d'ar 1añ a viz Gouhere 1766 en Abbeville, a oa un denjentil gall, merzheriet dre ma n'en devoa ket saludet ur brosesion gatolik.

Monumant

Dibennet e voe ha devet e voe e gorf. Difennet e voe e enor post mortem gant Voltaire.

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa François Jean Lefebvre d'an 12 a viz Gwengolo 1745 e kastell Férolles-en-Brie hag a oa en eskopti Pariz. Daou zevezh goude, d'ar 14 a viz Gwengolo 1745, e voe badezet en iliz Saint-Germain-d'Auxerre e Férolles. Mab e oa da Jean Baptiste Alexandre Lefebvre, marc'heg hag aotrou La Barre, ha da Claude Charlotte La Niepce, hag a oa dimezet d'an 29 a viz Genver 1738 en iliz Férolles ivez. Mervel a reas e vamm pa oa nav bloaz, hag e vamm pa oa seitek.

Gourdouaren e oa da Joseph-Antoine Le Febvre de La Barre (1622-1688), a voe gouarnour an Nouvelle-France etre 1682 ha 1685, war-lerc'h Louis de Buade, kont Frontenac, distro da Vro-C'hall.

E dad a foeltras e fortun deuet a-berzh e dad, ouzhpenn 40 000 lur e leveoù, a-raok mervel en 1762.

François-Jean, seitek vloaz, hag e vreur henañ, Jean-Baptiste, a oa minored diarc'hant o-daou, a voe kaset da Abbeville, en Pikardi, ma voe roet bod dezho gant ur vaouez kar, Anne Marguerite Feydeau, abadez Notre-Dame de Willencourt.