François Bourgeon

livour galleg

François Bourgeon (5 a viz Gouere 1945 e Pariz) a zo un treser hag ur senarioour bannoù-treset gall. Er Vro-vigoudenn emañ o chom hiziv an deiz. Gwelet eo evel un arzour a-bouez e bed ar bannoù-treset peogwir e klask tostaat par ma c'hall ouzh ar gwirvoud (maketennoù a vez savet gantañ a-benn sevel e dresadennoù), hag ivez a-drugarez d'e varregezhioù a-fet tresañ, livañ ha kontañ.

E vannoù-treset kentañ a voe embannet etre 1971 ha 1973 er c'helaouennoù Lisette (Bayard Presse) ha Djin (Fleurus) e 1974 ha 1975. Un istor 14 pajennad anvet L'ennemi vient de la mer (senario gant Cécile Romancère) a voe embannet e 1972. E-pad ur pennadig e labouras ivez evit ar gelaouenn Pif gadget. E 1978 e tresas un albom anvet 1978, Maître Guillaume et le Journal des bâtisseurs de cathédrales (senario Pierre Dhombre) embannet gant Univers Média.

E heuliad kentañ (anvet Brunelle et Colin) a savas asambles gant ar senarioour Robert Génin. Istorioù a dremen er Grennamzer eo. Embannet e voe er gelaouenn Circus, hag an albom kentañ a zeuas er-maez e miz Genver 1979. An dudenn anvet Brunelle a seblant bezañ ur patrom eus an hini anvet Isa a gaver diwezhatoc'h e-barzh Les Passagers du vent. Ne labouras nemet war an div levrenn gentañ : goude-se ez eo an tresour Didier Convard a gendalc'has.

E 1979 e stagas gant Les Passagers du vent, hag a voe embannet er gelaouenn Circus. An albom kentañ a voe embannet e miz Genver 1980. Un heuliad albomoù gwelet evel unan eus ar re bouezusañ en istor ar bannoù-treset eo, a-fet senario koulz hag a-fet tresañ. Priz treser gwellañ ar bloaz a voe roet dezhañ da-geñver Festival etrebroadel ar bannoù-treset en Angoulême. Er memes koulz e labouras en-dro war dodenn ar Grennamzer : lodenn gentañ an heuliad Les Compagnons du crépuscule a voe embannet e 1984.

E 1993 e lakaas embann La Source et la sonde (lodenn gentañ an heuliad Le Cycle de Cyann), un istor skiant-faltazi savet gant Claude Lacroix, er gelaouenn bannoù-treset A suivre.

Oberennoù pennañ

kemmañ

Le Cycle de Cyann

kemmañ

(Senario gant Claude Lacroix)

Les Compagnons du crépuscule

kemmañ
  • Levrenn 1 : Le Sortilège du bois des brumes, Casterman, 1984
  • Levrenn 2 : Les Yeux d'étain de la ville glauque, Casterman, 1986
  • Levrenn 3 : Le Dernier Chant des Malaterre, Casterman, 1990
  • Dans le sillage des sirènes : autour des compagnons du crépuscule de François Bourgeon (gant Michel Thiebaut)

Les Passagers du vent

kemmañ
  • Levrenn 1 : La Fille sous la dunette, Glénat, 1980
  • Levrenn 2 : Le Ponton, Glénat, 1980
  • Tome 3 : Le Comptoir de Juda, Glénat, 1981
  • Levrenn 4 : L'Heure du serpent, Glénat, 1982
  • Levrenn 5 : Le Bois d'ébène, Glénat, 1984
  • Levrenn 6 : La Petite fille Bois-Caiman - Lodenn 1, 12 Bis, 2009
  • Les Chantiers d'une aventure : autour des passagers du vent de François Bourgeon (gant Michel Thiebaut)

Brunelle et Colin

kemmañ

(Senario gant Robert Genin)

  • Le Vol noir
  • Yglinga
  • La Nuit de la bête (tresañ : D. Convard)
  • Le Félon (tresañ: D. Convard)
  • L'Aigle de Mounrah ( tresañ : D. Convard)
  • Le Roi perdu ( tresañ : D. Convard)
  • Le Long Serpent ( tresañ : D. Convard)

'Albomoù all

kemmañ

(Senario gant Pierre Dhombre)

  • Maître Guillaume et le Journal des bâtisseurs de cathédrales

Istor berr

kemmañ
  • La vuivre (senario Bernard Clavel)

Diwar-benn François Bourgeon

kemmañ
  • François Corteggiani, François Bourgeon, Le passager du temps, Glénat, 1983
  • Association Clovis, Bourgeon à la Hune, Glénat, 1986
  • Katalog an diskouezadeg François Bourgeon, L'envers du décor, levraoueg-kêr Brest, 2006

Liammoù diavaez

kemmañ