François Kerveadou

eskob Treger

François Kervéadou a zo bet eskob Sant-Brieg ha Landreger eus an 19 Genver 1961 d'an 02 Here 1976.

François-Louis-Marie Kervéadou a oa bet ganet d'an 3 Mae 1910 e Gwiskri.

Beleget e oa bet d'ar 25 Gouere 1934 en eskopti Gwened.

Anvet e voe da eskob Sant-Brieg ha Landreger d'an 19 Genver 1961, sakret e oa bet d'ar 6 Meurzh 1961 gant Eugène Le Bellec, eskob Gwened.

An Aotrou Kerveadou en doa kemeret perzh en eil Sened-Meur Vatikan, hag ezel e oa bet eus ar c'huzul evit ma vefe lakaet bonreizh al liderezh da dalvezout.

Sevel e reas ur sened-iliz e 1969, hag a yeas etrezek 1970, hep kaout fin ebet.

Reiñ a reas e zilez d'ar Pab d'an 2 Here 1970, hag en em dennañ da Valastred, da di ar seurezed Aogustined.

Mont a reas da Anaon eno d'an 8 a viz C'hwevrer 1983. Lidet e voe e obidoù en iliz-veur Sant-Brieg d'an 11 Genver. Sebeliet e voe en abati Itron-Varia Boken.

Notennoù ha daveoù

kemmañ