François Ngeze
François Ngeze zo ur politikour eus Burundi, bet lakaet e penn ar Stad eus an 21 a viz Here d'ar 27 a viz Here 1993 gant ar strollad soudarded en doa distroadet ha lazhet Melchior Ndadaye, prezidant kentañ dilennet ent-demokratel er vro.
D'ar mare-se e oa Ngeze ezel eus an UPRONA, daoust dezhañ bezañ Hutu, ar genel ha ne oa ket gwall stank hec'h izili er strollad politikel-se. Ministr an Diabarzh e oa bet e gouarnamant Pierre Buyoya, trec'het e dilennadeg miz Even 1993.
Divodet e voe ar c'homite soudardel ha lakaet Sylvie Kinigi da brezidantez en etrekarg d'ar 27 a viz Here 1993.