François de Nomé
François de Nomé (war-dro 1593, e tolead Metz - goude 1623, marteze e Napoli) a oa ul livour gall eus deroù ar XVIIvet kantved hag a labouras en Italia.
Betek kreiz an XXvet kantved e soñjed e oa graet oberennoù de Nomé gant un den anvet "Monsù Desiderio". Abaoe e soñjer e oant labour tri den da vihanañ : de Nomé, Didier Barra, a oa eus Metz ivez, an trede chomet dianav. An tudennoù en oberennoù de Nomé a vefe bet livet gant arzourien all, marteze Belisario Corenzio ha Jacob van Swanenburgh.