Françoise Louarn
Françoise Le Goff, pried Malo Louarn a oa labourerez-douar en Argol a-raok mont war he leve, kuzulierez-rannvro (UMP).

2010 Aozañ
En dilennadeg rannvro e oa an trede anv war listenn Bernadette Malgorn e departamant Penn-ar-Bed, hag e-touez ar re zilennet eo bet.
Yezh Aozañ
Lavaret he doa e vije kinniget ul lezenn evit ar yezhoù gant gouarnamant UMP Sarkozy[1]. Dislavaret e oa bet gant ar ministr Éric Besson (e karg eus an Identelezh Vroadel ?!) da-geñver ur brezegenn bet dalc'het d'an 10 a viz Du 2009 er Vodadenn Vroadel.
Familh Aozañ
Françoise Le Goff a zo pried d'an tresour Malo Louarn, ha mamm d'ar ganerez Gwennyn Louarn.