Gwennyn Louarn

kanerez-sonaozerez breizhat
Gwennyn Louarn
Gwennyn en Oriant er Festival Etrekeltiek 2017

Ganet d'an 27 a viz Mezheven 1974
Roazhon - Breizh
Micher(ioù) kanerez
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2000
Lec'hienn ofisiel www.gwennyn.com

Endro Alan Stivell

Gwennyn Louarn a zo ur ganerez vreizhat. Kanañ a ra e brezhoneg, galleg ha saozneg. Kanañ a ra ar brezhoneg evel ma vev he buhez. Abaoe bezañ bet o kanañ evit ar wech kentañ asambles gant Alan Stivell, Gwennyn he deus skrivet ha komposet dibaouez sonioù ha tonioù a-vremañ.

Buhezskrid

kemmañ

Ganet eo d'ar 27 a viz Even 1974 e Roazhon. Merc'h eo d'ar skrivagner bannoù-treset Malo Louarn ha d'al labourerez-douar ha politikourez Françoise Louarn, kuzulierez-rannvro UMP.

Kroget eo da ganañ e-pad he studi. E 2000 e oa bet pedet gant Alan Stivell da ganañ div ganaouenn gantañ war e bladenn Back to Breizh[1]. E 2002 e voe gounezet ganti Eil priz Krouidigezh Kan ar Bobl[2]. He fladenn gentañ, En tu all, a zeu er maez e 2006 e ti Coop Breizh. Ganti e vez skrivet al lod vrasañ eus ar c'homzoù hag eus ar sonerezh, o vezañ neuze un oberourez-sonaozourez-kanerez. Adkemer a ra barzhonegoù Marv an evned, gant Maodez Glanndour, ha An alc'hwez aour, gant Anjela Duval. Resevout a ra ar bladenn-mañ, sevenet gant Yann Honoré, priz Produet e Breizh (arzourien yaouank) e 2007[3]. Gant an ton Bugale Belfast, he deus bet priz an arvesterien er c'henstrivadeg etrekeltiek Nòs Ùr, e Bro-Skos[4].

Hec'h eil fladenn, Mammenn, sevenet gant ar gitarour ha kempenner Patrice Marzin, a zo deuet er-maez e 2009 e ti Keltia Musique.

Pladennoù

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Alan Stivell - Back to Breizh. Lennet d'ar 15 a viz Ebrel 2010
  2. Pollen. Lennet d'ar 15 a viz Ebrel 2010
  3. Prix jeune artiste, Produit en Bretagne. Lennet d'ar 11 a viz Genver 2012
  4. Gwennyn, France 3. Lennet d'ar 15 a viz Ebrel 2010

Liamm diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.