Francesco II d'Este
Francesco II d'Este (Modena, 1660 – Sassuolo, 6 a viz Gwengolo 1694) a voe dug Modena ha Reggio Emilia adalek 1662 betek 1694.
Mab e oa d'an dug Alfonso IV d'Este ha d'e bried Laura Martinozzi, nizez d'ar c'hardinal Jules Mazarin. Pa varvas e dad ne oa nemet daou vloaz. E vamm a voe anvet da rejantez.
Ur c'hoar en doa, a voe dimezet en 1672 da roue Bro-Saoz, James II. Dispac'h a voe eno, ha ret e voe dezho tec'hel da vro-C'hall.
E 1692 e timezas da Margherita Maria Farnese (Parma, 1664 – Colorno, 1718), ur verc'h da Ranuccio II Farnese, dug Parma ha Piacenza, ha d'e eil pried Isabella d'Este; bugel ebet n'o doe.
Mervel a reas en 1694, da 34 bloaz, hag e eontr, ar c'hardinal Rinaldo d'Este a renas war e lerc'h.
.