Francisco Javier Winthuysen y Pineda

Francisco Javier Winthuysen y Pineda, ganet en El Puerto de Santa María d'an 18 a viz Eost 1747 hag aet da Anaon e Cabo de São Vicente d'ar 17 a viz C'hwevrer 1797, a oa un ofiser-a-vor spagnol.

Poltred Francisco Javier Winthuysen e 1781

E-kerzh ar Brezel Saoz-Spagnol, ul lodenn eus Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet, Winthuysen a oa bet o stourm a-enep ar morlu saoz dirak arvor Galiza hag arvorioù Stadoù-Unanet Amerika. Eno en doa kollet ur vrec'h.

Stourmet en devoa e-kerzh Seziz Jibraltar ha lazhet e voe e San José e-kerzh Emgann Kab São Vicente, evel penn skouadrenn.