Ur frazione (frazioni el liester), en Italia, zo ur rann-gumun hag ur gêriadenn, enni tiez tost an eil ouzh egile, distag ouzh ar c'hêriadennoù all hag eus ar bourk, a zo pennlec'h ar gumun (« capoluogo »). Klotañ a ra un tamm bennak gant parrezioù Portugal ha Galiza.

Lavaret e vez « località » ivez; en Umbria e lavarer « vocabolo » ivez.

A-wechoù e vez un istor hag ur santimant a gumuniezh er c'hêriadennoù-se

Kalz « frazioni » zo bet savet en amzer ar faskouriezh evit eeunaat ar melestriñ. Alies e oant kumunioù kozh kollet gante o statud.

Gallout a ra ar c'humunioù reiñ un tamm emrenerezh bennak dezho.


Liammoù diavaez

kemmañ