Freya, Freia pe Freyja ("an itron" e norseg) eo anv doueez vanir ar vuhez hag an eured er wengelouriezh lec'hlennat. An eil doueez eo er panteon goude Frigg ; alies e vez droukvesket an div hiziv an deiz. Damheñvel eo-hi ouzh Venus, doueez ar romaned, hag Afrodite eus an Olympos.

Freyja o vleinañ he c'harr sachet gant he c'hizhier (gant Nils Blommér, 1852)

An anv

kemmañ

Gant ar skalded (barzhed Lec'hlenn) e veze taolennet an doueez gant meur a gKenningar (lesanvioù). En o zouesk: Mardöll, Menglada, Hörn, Gefn, Sýr ha Vanadís. He moranv Gefn a laka war wel ul liamm gant an doueez Gefjon. Hogen disheñvel eo-hi diouzh an doueez Frija (henalamaneg Friia, Frea) a zo an aes Frigg.

 
Freya gant James Doyle Penrose (1862–1932)

Freya zo unan eus ar Vanir, unan eus an div ouenn doueed er wengelouriezh lec'hlennat. He breur eo Frey, he zad Njörd, doue ar mor, he mamm Skadi, plac'h Thiazi ar ramz. He gwaz eo Óðr ha gantañ he devoe div verc'h, Hnoss ha Gersimi (anvioù hag a dalvez o-daou kement ha "teñzor"). Freya a vez taolennet evel "an hini brudetañ e-touesk ar doueezed" (Gylfaginning, Chab. 23).