Friedrich Robert Faehlmann

Friedrich Robert Faehlmann (pe Fählmann) (31 a viz Kerzu 1798 – 22 a viz Ebrel 1850 e Tartu) a oa ur skrivagner estonek hag ur mezeg e Livonia, en Impalaeriezh Rusia. Bez' e e voe e-touez diazezerien Kevredigezh Ouiziek Estonia e skol-veur Dorpat (Tartu bremañ) hag en he fenn e voe e-pad un nebeud bloavezhioù (1843-1850).

Friedrich R. Faehlmann

Faehlmann a reas studioù medisinerezh e skol-veur Dorpat hag un diplom doktor a dapas e 1827. En em lakaat a reas da labourat evel medisin e Dorpat (Tartu). Ouzhpenn-se e roas kentelioù war an estoneg er skol-veur er bloavezhioù 1840.

Abaoe e yaouankiz e oa troet gant sevenadur Estonia hag e 1838 e voe unan eus ar re a savas Kevredigezh Ouiziek Estonia.

Dastum kontadennoù a reas ha goude e varv e 1850, e voent dastumet gant Friedrich Reinhold Kreutzwald da ober ar meurgan anvet Kalevipoeg, embannet etre 1857 ha 1861.

Mervel a reas Faehlmann gant an dorzhellegezh e Dorpat.

Skridoù

kemmañ
  • Tezenn doktorelezh e latin "Observationes inflammationum occultiorum" (1827)
  • "Versuch einer neuen Anordnung der Conjunctionen in der estnischen Sprache" (1842)
  • "Ueber die Declination der estnischen Nomina" (1844)
  • "Die Ruhrepidemie in Dorpat im Herbst 1846" (1846)
  • "Verhandlungen der Gelehrten estnischen Gesellschaft" (1852)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.