Kalevipoeg ("Mab Kalev") zo ur meurgan estonek, skrivet e gwerzennoù. Savet e voe e dibenn an XIXvet kantved, diwar danvez hengounel.

Livadur gant Oskar Kallis, evit skeudennaouiñ meurgan "Kalevipoeg".

Awenet e voe Friedrich Robert Faehlmann (1798-1850) gant ar berzh en doa graet embannadur Kalevala e Finland, ha stagañ a reas da zastum sevenadur komzet Estonia. Mervel a reas a-raok echuiñ e labour avat ha kendalc'het e voe, en estoneg, gant Friedrich Reinhold Kreutzwald (1803-1882). Ar stumm kentañ (1853) eus Kalevipoeg ne c'hallas ket bezañ skignet, berzet ma voe gant ar galloud rusian. Un eil stumm, adwelet ha kresket, a voe embannet a-dammoù eus 1857 da 1861, e div yezh, estoneg hag alamaneg. An trede stumm a voe embannet e stumm ul levr, moullet e Kuopio e 1862.

Er meurgan ez eus 19 000 gwerzenn, rannet en 20 kan hag a gont troioù-kaer Kalev, e bried Linda hag o mab Kalevipoeg, ur ramz kreñv-meurbet.

En eil kan e konter obidoù Kalev ha gwelet a reer e bried Linda o sevel ur bez evitañ, el lec'h hag a zo bremañ torgenn Toompea e Tallinn. Skuilhañ a ra Linda forzh daeroù hag a ya da stummañ al lenn Ülemiste.

E dibenn ur vuhez leun a gurioù a bep seurt e varv an haroz Kalevipoeg, met dasorc'het eo gant an doueed. Karget eo da eveshaat dorioù an Ifern, evit mirout ouzh an Diaoul da zont er-maez anezhañ.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.