Fuerte de Santa Tecla
Ar Fuerte de Santa Tecla zo ur c'hreñvlec'h savet gant Kurunenn Spagn war ar stêr río Negro, tost da aber ar río Piraízinho, war harzoù ar Gobernación de las Misiones Guaraníes (estancia de San Miguel) ha hini Buenos Aires, tost da harzoù Brazil.
Hiziv emañ ar Fuerte de Santa Tecla e kumun Bagé e stad Rio Grande do Sul, e Brazil. Ne chom nemet dismantroù eus an diazezoù e mein.
Istor
kemmañHervez Feuremglev Madrid (1750) sinet etre Spagn ha Portugal e ranke seizh kêriadenn ar Misiones Orientales a oa er reter d'ar río Uruguay bezañ eskemmet ouzh an drevadenn Colonia del Sacramento.
D'ar 27 a viz C'hwevrer 1753 , pa zegouezhas an dud karget da verkañ an harzoù hervez ar feuremglev e chapel Santa Tecla, e voent degemeret gant ur bagad armet guaraní dindan urzhioù José Sepé Tiarayú a viras outo a dremen dre o douaroù.
Ret e voe paouez gant ar gefridi, ha setu Portugaliz war o c'hiz da gêr Colonia hag ar Spagnoled da Montevideo.
En C'hwevrer 1756, e Santa Tecla, en em vodas soudarded gouarnour Buenos Aires, José de Andonaegui, a-gevret gant 150 soudard all degouezhet eus Spagn, gant 1.670 den gouarnour Montevideo , José Joaquín de Viana, ha gant 1.200 soudard portugalat dindan Gomes Freire; hag int da gerzhout war-du San Miguel. Evel-se eo e krogas ar Guerra Guaranítica.
Levrlennadur
kemmañ- BARRETO, Aníbal (Cel.). Fortificações no Brasil (Resumo Histórico). Rio de Janeiro: Biblioteca do Exército Editora, 1958. 368 p.
- GARRIDO, Carlos Miguez. Fortificações do Brasil. Separata do Vol. III dos Subsídios para a História Marítima do Brasil. Rio de Janeiro: Imprensa Naval, 1940.
- IRIA, Alberto. IV Colóquio Internacional de Estudos Luso-Brasileiros - Inventário geral da Cartografia Brasileira existente no Arquivo Histórico Ultramarino (Elementos para a publicação da Brasilae Monumenta Cartographica). Separata da Studia. Lisboa: nº 17, abr/1966. 116 p.
- Augusto Fausto de Sousa. Fortificações no Brazil. RIHGB. Rio de Janeiro: Tomo XLVIII, Parte II, 1885. p. 5-140.