Fugazia zo ur strollad sonerezh punk, straight edge, hardcore ha post-hardcore a orin eus Washington, D.C., ha bet krouet e 1987. Pevar den a zo ennañ: Ian MacKaye, Guy Picciotto, Joe Lally ha Brendan Canty.

Ur sonadeg gant Fugazi e miz Meurzh 2002

Dont a ra anv ar strollad eus an dro-lavar implijet gant ar GI e-pad Brezel ar Vietnam pa oant tapet fall : « Fucked Up, Got Ambushed, Zipped In », « Tapet on, kouezhet en ur trap, ne c'hallan ket tec'hout kuit ». Fugazi a zo unan eus ar strolladoù underground nemeto a zo deuet a-benn da vezañ brudet hep cheñch emzalc'h a-fet skignañ e bladennoù (bepred dre tiez-embann dizalc'h), da lavaret eo eo chomet stag ouzh an tezm-spered DIY. Pa son ar strollad er Stadoù-Unanet e tiwall e c'hallfe forzh piv dont d'ar sonadeg, hag abalamour da se e vez gwerzhet tikidi da $ 5 pe $ 10. Strivañ a ra ivez ar strollad evit ma ne vefe ket keroc'h e bladennoù evit $10. Holl bladennoù ar strollad a zo bet embannet gant Dischord Records, un ti embann meret gant Ian MacKaye ha Jeff Nelson, bet tabouliner e Minor Threat.

Ur wech divodet ar strollad Minor Threat e sonas Ian MacKaye (kaner ha gitarour) e meur a strollad, met hini ebet anezho a badas. Goude ur pennad e savas neuze ur strollad nevez asambles gant Brendan Canty (tabouliner ar strollad Rites of Spring) hag ar soner gitar boud Joe Lally. E 1988 e teuas o EP kentañ, anvet Fugazi, er-maez. Dont a reas Guy Picciotto da seniñ ganto. Eñ ivez a oa bet er strollad Rites of Spring. Er penn-kentañ e kane nemetken, goude ur pennad e krogas ivez da seniñ gitar. Arnodel a-walc'h eo an doare ma son ar strollad, dre ma vesk sonioù punk ha hardcore gant re reggae, dub ha noise. A-fet komzoù ez eo splann hag eeun a-walc'h a re savet gant MacKaye, padal ez eo difetisoc'h ar re savet gant Picciotto. Lod brasañ komzoù Fugazi a zo diazezet war ar fromoù, aar pezh en deus lakaet tud zo da renkañ ar strollad er rann post-hardcore pe emo. Holl istor a strollad a zo kontet e-barzh Our Band Could Be Your Life, ur skrid-arnod diwar-benn ar strolladoù underground er Stadoù-Unanet. Titouroù all a agver ivez el levr anvet Dance of Days: Two Decades of Punk in the Nation's Capital, bet skrivet gant Mark Andersen ha Mark Jenkins. Er mar-emañ ez eo chomet a-sav ar strollad, ha pep ezel a gas e raktresoù hiniennel da benn. MacKaye a son en un daouad anvet The Evens, asambles gant Amy Farina(eus ar strollad the Warmers) ; Canty a grou sonerezh filmoù hag a son gitar boud e-barzh Garland Of Hours. Lally en deus kemeret perzh er bladenn Disconnection Imminent bet savet gant ar strollad post-punk anvet Decahedron, ha kemer a ra ivez perzh en ur raktres anvet Ataxia, asambles gant John Frusciante. E 2006 en deus lakaet embann ur bladenn anvet "There to here". Picciotto a gendalc'h da broudiñ pladennoù strolladoù all.

Pladennaoueg

kemmañ
 
Ian MacKaye

Pladennoù bras

kemmañ

Dastumadegoù

kemmañ

Tonioù all tennet eus dastumdegoù

kemmañ
  • In Defense of Humans
  • Reprovisional (Live)
  • Burning (Live)
  • The Word

Sonerezh filmoù

kemmañ

DVD/Video

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Azerrad, Michael. Our Band Could Be Your Life - Scenes from the American Indie Underground, 1981-1991, Back Bay Books / Little, Brown and Company, NY, 2001. P. 376-410

Liammoù diavaez

kemmañ