Post-punk a vez graet eus ul luskad sonerezh deuet war wel e dibenn ar bloavezhioù 1970. Un heuliad eus ar sonerezh punk eo. E-touez ar strolladoù post-punk brudetañ ha pouezusañ emañ Public Image Ltd, Siouxsie and the Banshees, The Birthday Party, Gang of Four, Joy Division, Throbbing Gristle, The Fall ha Wire.

Orin al luskad

kemmañ

Ma voe levezonet al luskad punk gant garage rock amerikan ar bloavezhioù 1960 hag ar sonerezh bet krouet e New York er bloavezhioù 1970, e voe liesseurt diazezoù al luskad post-punk : ar sonerezh krautrock (Neu!, Can, Kraftwerk), ul lodennig eus ar prog rock (Robert Wyatt,Brian Eno), ha strolladoù na c'heller ket rummata, evel (The Residents ha Captain Beefheart) ; levezon David Bowie ha hini The Velvet Underground a c’haller menegiñ ivez. Strolladoù zo a voe dedennet gant nevezinti ar sonerezh funk ha disco. Kement-se a c’haller klevout, memes ma’z eo gwall gemmet ar stumm, e tonioù savet gant Maximum Joy pe gant Rip, Rig & Panic.

Taolennadur

kemmañ

Evit a sell ouzh an disfiz rak embregerezhioù bras ar sonerezh ez eo diazezet ar sonerezh post-punk war hêrezh ar sonerezh punk.
Dre vras e son an tonioù post-punk luzietoc’h hag arzeloc’h evit ar sonerezh punk, hag a zo kentoc’h eeun ha feuls. An tonioù a c’hall tennañ d’ar sonerezh arnodiñ, krennoc’h ha disujoc’h evit ar sonerezh punk. Ul luskad europat da vat e voe (Londrez ha Berlin), ha sikouret e voe da greskiñ a-drugarez d’an tiez-embann pladennoù dizalc’h ha d’ur rouedad fanzinoù.
Luskadoù sonerezh ar bloavezhioù 1980 zo diwanet diwar ar sonerezh post-punk. En o zouez ar sonerezhioù new wave (The Cure, Depeche Mode, New Order), cold wave (Joy Division) hag ar rock gotek (Bauhaus).
Hiziv an deiz ez eus meur a strollad a sav tonioù doare post-punk : Liars, !!! pe Moving Units. Peurliesañ e vezont gwelet evel strolladoù indie rock nemetken.
Diboell e c’hell an termenadur post-punk seblantout, rak unan eus diazezoù ar sonerezh a oa No Future.
Ar skrivagner saoz Simon Reynolds en deus skrivet ul levr, Rip It Up and Start Again : Post-Punk 1978-84, e ditl, hag a zispleg al luskad[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Simon Reynolds, Rip It Up and Start Again : Post-Punk 1978-84, Faber & Faber, London, 2005, (ISBN 978-0-571-21569-0) (en)

Liammoù diavaez

kemmañ