Fullmetal Alchemist

Fullmetal Alchemist (鋼の錬金術師, Hagane no Renkinjutsushi, ez lennegel, "Alkimiour dir"), a zo ur manga Japanat skrivet ha treset gant Hiromu Arakawa. Bed Fulmetal Alchemist a zo dammheñvel ouzh hini an dispac'h greantel. Lakaet en un endro falataziek lec'h m'eo an alkimiezh unan eus ar skiantoù dioroetañ, an istor a heuil ar vreudeur Edward hag Alphonse Elric, c'hoant ganto adkempenn o c'horfoù goude ar c'hwitadenn drastus a zo bet p'o deus klasket adlakaat da vev o mamm dre alkimiezh.

Fullmetal Alchemist
heuliad manga
Titl鋼の錬金術師, Fullmetal Alchemist Kemmañ
Derivative workFullmetal Alchemist the Movie: Conqueror of Shamballa, Fullmetal Alchemist: The Sacred Star of Milos, Fullmetal Alchemist, Fullmetal Alchemist, Fullmetal Alchemist: Brotherhood Kemmañ
Danvez pennañalkimiezh Kemmañ
Seurt oberennstudio album Kemmañ
Tachennadventure anime and manga, comedy drama anime and manga, Steampunk Kemmañ
AozerHiromu Arakawa Kemmañ
Ti-embannViz Media Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Gou 2001 Kemmañ
Deiziad echuiñ4 Gou 2010 Kemmañ
Hollved faltaziekFullmetal Alchemist universe Kemmañ
TudennoùAlphonse Elric, Edward Elric, Shou Tucker Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://fullmetalalchemist.com.au/, http://gangan.square-enix.co.jp/hagaren/ Kemmañ
Embannet eShōnen Gangan Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ
Media franchiseFullmetal Alchemist Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakfictional country Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Fullmetal Alchemist Kemmañ

Ar manga a oa embannet e Monthly Shonen Gangan gant Square Enix (adalek miz Eost 2001 betek miz Even 2010) hag e 25 levr tankōbon. Savet ez eus bet un heulienn tresadenn-bev 51 lodenn gant Bones adalek ar 4 a viz Here 2003 betek an 2 a viz Here 2004, hag heuliet gant ur film o echuiñ istor an tresadenn-bev : Conqueror of Shamballa. Un eil heulienn a zo bet krouet anvet Fullmetal Alchemist: Brotherhood, a voe skignet evit ar wech kentañ e Japan d'ar 5 a viz Ebrel 2009. Ur bern produioù a-eil a zo krouet ivez evel levrioù, c'hoarioù-video, tudennigoù pe kartennoù c'hoari.