D'ar 24 a viz Mae 2022, un den 18 vloaz anvet Salvador Rolando Ramos en devoa lazhet 19 skoliad ha daou gelenner, ha gloazet 17 den all, e skol-vamm Robb en Uvalde, e Texas, er Stadoù-Unanet. Diouzh ar mintin en devoa laosket un tenn gant e vamm-gozh a oa er gêr ha hi gloazet-fall.

Ur wech nepell diouzh ar skol en devoa tennet e-pad 5 munutenn, a-raok mont-tre ken aes ha tra gant un AR-15. Ur wech aet e-barzh en devoa prennet dor ur c'hlas ha lazhet 19 skoliad ha daou gelenner. Chomet e oa er skol e-pad un eurvezh, a-raok bezañ lazhet gant tenn un ofiser eus an United States Border Patrol Tactical Unit (BORTAC).

An trede fuzuilhadeg-skol eo a-fet an niver a dud lazhet er Stadoù-Unanet, goude hini Virginia Tech e 2007 hag hini Skol-vamm Sandy Hook e 2012. Ar gwashañ hini eo en istor Texas.

Gwelet ivez

kemmañ