Fyrd
Ur fyrd (distaget [fyrˠd] en hensaozneg) a oa un tirlu angl-ha-saoz hag a veze savet gant gwizion dieub ha goprsoudarded da zifenn shire (kontelezh) un earl (un tiern). Ar re enluet a vane e-barzh ur pennadig amzer ha dav e veze dezho prenañ o armoù o-unan. Ar fyrd a emdroas goude argadoù ar Vikinged. Gant Alfred Veur e voe savet 33 c'hêr greñvaet (burgh) e Wessex. Pep earl hag a zalc'he e vro a oa rediet da gas ur fyrd da bep kêr greñvaet.