Gàidhealtachd
Gàidhealtachd, pe A' Ghàidhealtachd gant ar ger-mell, pe gouezelegva, a reer eus al lodennoù eus Bro-Skos (Uheldirioù hag inizi ar c’hornôg) a zo pe a oa kreñvlec’hioù ar gouezeleg. Tost eo ar ger-se d’ar ger Gaeltacht a vez implijet en Iwerzhon, evit ober anv eus an toleadoù iwerzhonek.
Ur vro sevenadurel eo ar Gàidhealtachd, kentoc’h eget ur vro istorel pe douaroniel. Daoust ma’z eus bet kollet tachenn gant ar gouezeleg en Uheldirioù Bro-Skos, a-hed an istor, e weler c’hoazh ar merk splann eus ar yezh-se en anvioù-lec’h ul lodenn vat eus ar vro. En amzer dremenet e veze komzet gouezeleg dre un darn vras eus Bro-Skos, nemet rannvroioù ar su pellañ hag inizi an norzh (Orc'h, Shetland). Kalz anvioù-lec’h « saoznek » a zeu eus ar gouezeleg : Dundee (Dùn Dèagh), Inverness (Inbhir Nis), Argyll (Earra-Ghàidheal), Galloway (Gall-Ghaidhealaibh)... Dre ma veze komzet scots e lez rouaned Bro-Skos, e Dinedin, e tigreskas ment ar Gàidhealtachd, da lavaret eo tachenn ar gouezeleg.
E gouzeleg e reer alies gant ar ger Galldachd (Gall-va, Bro-C’hall, gant ar ger Gall o talvezout da envel unan estren, unan n’eo ket Gael, n’eo ket Gouezel) evit Izeldirioù Bro-Skos. Evit un abeg heñvel e reer gant an droienn Inizi Gall (Innse Gall, « inizi an estrenien ») evit inizi ar c'hornôg, abalamour ma voent poblet gant Lec'hlenniz.