Inizi Shetland (gouezeleg Sealtainn) zo un enezeg e Bro-Skos, ur 80 km er biz da inizi Orc'h ha 280 km er gevred da inizi Faero. 22 000 bennak a dud a oa o chom eno e 2005. Ur c'hant enezenn bennak a ya d'ober an enezeg met n'eus nemet 16 anezho a-gement a zo annezet. 1 468 km² eo hollad ar gorread. Lerwick eo ar gêr-benn. Shetland a zo unan eus 32 comhairle (council area) Bro-Skos.

Shetland
Enezeg, Scottish council area, registration county, lieutenancy area of Scotland, Scottish islands area, historic county of the United Kingdom, Kontelezhioù Bro-Skos
Rann eusBro-Skos Kemmañ
Anv er yezh a orinSealtainn, Hjaltland Kemmañ
Yezh ofisielsaozneg, skoteg Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Kêr-bennLerwick Kemmañ
E tiriadBro-Skos Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00 Kemmañ
Kontelezh istorelShetland Kemmañ
War riblMor an Hanternoz Kemmañ
Lec'hiadurBritish Isles Kemmañ
Daveennoù douaroniel60°21′25″N 1°15′38″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter60°25′31″N 0°43′28″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh60°51′39″N 0°52′27″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su59°30′25″N 1°39′3″W Kemmañ
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg60°8′2″N 2°7′3″W Kemmañ
Poent uhelañRonas Hill Kemmañ
AotrouniezhShetland Islands Council Kemmañ
Korf lezenniñShetland Islands Council Kemmañ
Yezh implijetskoteg, Shetland Scots Kemmañ
Niverenn katalog55, 27, SHT Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.shetland.gov.uk/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Shetland Kemmañ
Rummad tostCategory:Shetland-related lists Kemmañ
Map
  • ██ Shetland e Bro-Skos
  • Den ne oar a belec'h e teu an anv Shetland[1]. n'eus anv gouezelek ebet d'an enezeg.

    E 43 e kaver meneg eus an enezeg anvet Haemodae, gant Pomponius Mela[2] hag e 77, dindan bluenn Plinius an Henañ, e kaver ar stumm Acmodae[3]. Un anv all a gaver, gant Tacitus, en Agricola, e -98, pa veneg ar morlu roman en doa gwelet "Thule", pelloc'h eget enezeg Orc'h[4].

    Er skridoù heniwerzhonek e reer Inse Catt eus an enezeg. An anv Catt a c'hallfe bezañ anv an annezidi, hag adkavout a reer anezhañ war douar-bras Bro-Skos, en anvioù Caithness ha Cataibh.

    Notennoù

    kemmañ
    1. Jakobsen, Jakob : The Dialect and Place Names of Shetland: Two Popular Lectures. T. & J. Manson, 1897.
    2. Mela III, 6, 54 : septem HAEMODAE contra Germania vectae
    3. Plinus NH IV, 103 : VII ACMODAE
    4. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.