Gabhla
Gabhla, pe Oileán Ghabhla, zo un enezenn vihan war aod kontelezh Dún na nGall, en Iwerzhon.
Anavezet eo an enezenn evel ul lec’h ma teu sportourien da grapañ ouzh an tornaodoù sonn, evel ma reont ivez en inizi a zo e-kichen, Uaigh hag An Chruit. Gallout a reer mont da Gabhla gant bigi a loc'h eus porzhioù An Bun Beag ha Doirí Beaga e parrez Gaoth Dobhair.
Annezet e oa an enezenn betek ar bloavezhioù 1960, pa'z eas kuit an annezidi diwezhañ. Abaoe ar bloavezhioù 2000 ez eus deuet tud en-dro da chom en enezenn hag adsavet o deus tiez a oa o kouezhañ en o foull.